a : Soñj 'teus deus ar servij 'moa rentet dit warlene ?
b : Hag em eus, ur maen gwenn 'dlean dit 'vit se.
a : Just 'walc'h, me 'garfe 'skrivfes ul lizher-glizh 'vidon...
b : Ul lizher-glizh ! Perak ne rafes ket se da-hun' ?
a : 'C'houlan ket 'vefe anave'et ma skritur... Un afer luziet eo.
b : Gwel' 'ran... Ha petra 'faot dit 'lakafen war da lizher dianv ?
a : Mar gallfes adskrivañ ar pezh 'm eus lakaet amañ...
b : Mat... Gortoz, 'h an da dapout ma lunedoù...
a : Soñj ac'h eus eus ar servij am boa rentet dit warlene ?
b : Hag em eus, ur maen gwenn a zlean dit evit se.
a : Just a-walc'h, me a garfe e skrivfes ul lizher-glizh evidon...
b : Ul lizher-glizh ! Perak ne rafes ket se da-unan ?
a : Ne c'houlan ket e vefe anavezet ma skritur... Un afer luziet eo.
b : Gwelet a ran... Ha petra a fell dit e lakafen war da lizher dianv ?
a : Mar gallfes adskrivañ ar pezh am eus lakaet amañ...
b : Mat... Gortoz, ez an da dapout ma lunedoù...
C'hoarvezout ➣ se produire
Displegañ ➣ expliquer
Kuit ➣ adv. d'éloignement (away)
Mont kuit ➣ s'en aller
Nijal kuit ➣ s'envoler (au loin)
Tec'hel kuit ➣ s'enfuir (au loin)
Tan ➣ (du) feu
Servij(où) ➣ service(s)
Rentañ ➣ rendre
Maen gwenn ➣ pierre blanche (fière chandelle)
Just a walc'h ➣ justement
Lizher-glizh ➣ billet doux
Evidon ➣ pour moi
Da-hunan/da-unan ➣ toi même
Skritur ➣ écriture
Afer° ➣ affaire
Dianv ➣ anonyme
Luziet ➣ emmêlé, compliqué
Adskrivañ ➣ copier, recopier
an doare-divizout | an dic'hallus | |
Befen - 'Vefen | Bijen - 'Vijen | je serais |
Befes - 'Vefes | Bijes - 'Vijes | tu serais |
Befe - 'Vefe | Bije - 'Vije | il(elle) serait |
Befemp - 'Vefemp | Bijemp - 'Vijemp | nous serions |
Befec'h - 'Vefec'h | Bijec'h - 'Vijec'h | vous seriez |
Befent - 'Vefent | Bijent - 'Vijent | ils(elles) seraient |
Befed - 'Vefed | Bijed - 'Vijed | on serait |
an doare-divizout | an dic'hallus | |||
Am(em)Befe | ('Mefe) | Am(em) Bije | ('Mije) | j'aurais |
Az(ez)Pefe | ('Tefe) | Az (ez) Pije | ('Tije) | tu aurais |
En Defe | ('Nefe) | En Dije | ('Nije) | il aurait |
He Defe | 'Nefe 'Defe | He Dije | 'Dije 'Nije | elle aurait |
Hor Befe | ('Mefemp) | Hor Bije | ('Mijemp) | nous aurions |
Ho Pefe | ('Pefe) | Ho Pije | ('Pije) | vous auriez |
O Defe | ('Nefent) | O Dije | ('Nijent) | ils(elles) auraient |
Galleg | Brezhoneg |
1 Et s'il y avait eu des gens dans la chambre ? | Ha ma vije bet tud er gambr ? |
2 Aurions nous pu nous voir hier ? | Gallet hor bije gwellet ac'hanomp dec'h ? |
3 Si j'avais su, je ne l'aurais pas aimée. | Ma'm bije gouezet, n'am bije ket karet anezhi.nbsp; |
4 Il y aurait un serpent dans le coffret. | Un naer a vefe er c'houfrig |
6 Le 17 juin, je lui ai dit que j'allais me marier. | Ar seitek a-viz Even, lavaret 'meus dezhañ hag ez aen dimeziñ ac'hanon. |
7 J'aimerais savoir qui se cache sous la table. | C'hoant am befe gouzout piv emañ o kuzhat dindan an daol. |
8 A ce qu'il dit, il aurait quatre-vingt-dix-huit enfants. | D'ar pezh a lavar, en defe eiztek bugel ha pevar-ugent. |
10 Il ne devrait pas y avoir de neige demain. | Ne zlefe ket kaout erc'h arc'hoazh. | 11 Il serait plus facile de casser la fenêtre. | Aesañ a vefe terriñ ar prenestr. | 12 Il y a longtemps que nous ne nous étions pas téléphoné. | Pell zo hon eus pellgomzet deomp. | 13 Vous plaisiez-vous dans la maison que je vous avais vendue ? | Plijout a rae deoc'h er gêr gwerzhet am boa deoc'h ? | 14 Il faisait trop froid pour jouer au ping-pong. | Re yen e rae evit c'hoari da ping-pong. | 15 Si elle avait eu un livre, elle aurait pu tuer le moustique. | Ma he dije bet ul levr, he dije gallet lazhañ ar moustik. | 16 Je connaissais un dentiste qui aurait pu t'aider. | Anavezout a raen un dentour hag eñ dije gallet sikourat ac'hanout. | 18 N'auriez-vous pas un marteau à me prêter ? | N'ho pefe ket ur morzhol da prestañ din ? | 19 Tous les supporters seraient tombés dans l'eau. «Si c'était vrai...». | Holl skorerien 'vijent kouehet en dour ? «Ma 'vije gwir...» | 20 Que fais-tu quand tu n'as pas le temps de faire autre chose ? | Petra a rez pa 'teus ket amzer d'ober un dra-bennak all ? |
Brezhoneg | Galleg |
1 Hennezh a vije bet ampoezonet e wreg. | Celui-là aurait empoisoné sa femme. |
2 Me, hervez kont, a vije ret din en em lakaat da labourat. | Moi, selon ce qu'on raconte, il faudrait que je me mette à travailler. |
3 An den am boa komzet gantañ dec'h a vije roue en e vro. | La personne avec qui j'ai parlé hier serait roi dans son pays. |
4 Dipitet on gant ar pezh emaon o paouez klevet. | Je suis dépité avec ce que je ne cesse d'entendre. |
6 Honnezh eo ar plac"h a garfes bevañ ganti ? | Celle-là est la fille avec laquelle tu aimerais vivre ? |
7 Ma vijent bet broudet ho pije klevet anezho. | S'ils avaient été renommés vous les auriez entendu. |
8 Petra a vez graet eus mab hennezh c'hoazh ? | Comment s'appele le fils de celui-là déjà ? |
10 Sur on en do keuz d'he lizheroù. | C'est sur qu'il regrettera ses lettres. | 11 M'he dije klevet un dra bennak he dije lavaret dimp. | Si elle avait entendu quelquechose, elle nous l'aurait dit. | 12 Pet boutailhad ez ez da brenañ ? "Nav kant pemp ha tri-ugent" | Combien de bouteilles il va acheter ? «965» | 13 Ar plac'h az poa poket dezhi dec'h a vije merc'h d'ur gangster dañjerus. | La fille que tu as embrassé hier serait la fille d'un dangereux gangster. | 14 Komz latin ha ne vi ket komprenet. | Parles latin et tu ne seras pas compris. | 15 N'o dije ket aon da vezañ gloazet ? | Ils n'auraient pas peur d'être blessé ? | 16 Ar re a garfe gwelet marmouzien a dlefe dont amañ. | Ceux qui aimeraient voir des singes devraient venir ici. | 18 War a lavar e vije ganet e 1897 met poan am eus o krediñ anezhañ. | A ce qu'il dit il serait né en 1897 mais j'ai du mal à le croire. | 19 N'ez pije ket c'hoant da zimeziñ ganin ? «Nann» ! | Tu n'aurais pas envie de te marier avec moi ? «non» ! | 20 An hini a garen a soñje din em bije karet da viken. | Celui que j'aimais pensait que je l'aimerais à jamais. |